Une première mondiale pour le derby breton Quimper-Nantes

Publié dans Le monde sportif

Un darvoud hep e bar da-geñver  an derby breizhek Kemper-Naoned

(Stumm brezhoneg da vezañ lennet un tammig pelloc’h war ar bajenn-mañ)

L’UJAP avait décidé de frapper fort pour étrenner son nouveau maillot. Le logo Produit en Bretagne y figure en bonne place, marquant la récente adhésion du club de basket professionnel de Quimper au réseau Produit en Bretagne. Le club est bien décidé à se faire l’ambassadeur de l’excellence bretonne lors de tous ses nombreux déplacements en France.

Ce 10 septembre 2016, l’UJAP recevait l’Hermine de Nantes pour un derby de gala en ouverture de la saison. A l’issue d’un match endiablé, l’Hermine l’a emporté sur le score de 85 à 84, coiffant son adversaire au poteau à la toute dernière seconde.

hermine-ujap

Ce match, parrainé par Produit en Bretagne, avait une saveur bien particulière.

D’abord parce qu’il opposait amicalement deux anciens clubs bretons fiers de leurs couleurs, l’UJAP et l’Hermine, un nom qui parle de lui-même. Pour l’occasion, plus de deux cents salariés des entreprises de Produit en Bretagne étaient disséminés dans la salle Michel Gloaguen et une délégation de chefs d’entreprises membres de l’Association avait fait le déplacement depuis Nantes. Produit en Bretagne, depuis l’origine, est présente sur les cinq départements bretons et compte environ 19 000 salariés en Loire-Atlantique.

Ensuite parce que deux des quatre périodes du match ont été commentées entièrement en breton au micro, grâce au talent et à l’expertise de Keven ar Fur et Roland Martot. Le programme du match, remis à chaque spectateur, était lui-même entièrement bilingue. Une première mondiale et assurément un exemple à suivre. Bravo l’UJAP !

Le comité de rédaction


Divizet en doa an UJAP skeiñ ar speredoù evit lidañ e grezioù nevez flamm. Logo Produet e Breizh a zo bet lakaet war ziskouez war beultrin ar c’hoarierien, kement ha reiñ da c’houzout eo deuet ar c’hlub basket micherel-se da vezañ ezel eus Produet e Breizh nevezik zo. Mennet eo ar c’hlub da vezañ kannad eus ar pep gwellañ eus chemet Breizh pa vo o c’hoari e Bro-C’hall.

D’an 10 a viz Gwenngolo 2016 e veze degemeret Erminig Naoned gant an UJAP da geñver un derby gala, evit digeriñ ar mare-bloaz nevez. Da heul ur c’hrogad entanet ruz eo aet ar maout gant an Erminig, gant ur skor 85-84. Gounnezet en deus Naoned a veg botez e-kerzh ar segondenn ziwezhañ tout.

hermine-ujap

Ar c’hrogad-se, paeroniet gant Produet e Breizh, en doa ur saour dezhañ e-unañ.

Da gentañ, abalamour ma  veze enebet daou glub breizhek kozh, lorc’h enno gant o gwriziennoù, an UJAP hag an Erminig, un anv splann e dalvoudegezh, ma’z eus. Da-geñver ar c’hrogad-se, ouzhpenn daou c’hant goprad eus embregerezhioù Produet e Breizh a oa strewet e sal Michel Gloaguen, hag ur strolladig dileuridi eus embregerezhioù ar Gevredigezh o doa graet ar veaj eus Naoned da Gemper. Staliet e vez embregerezhioù Produet e Breizh war pemp departamant Breizh, a ouzer a-walc’h, hag un 19000 goprad bennak a labour e Liger-Atlantel.

Da eil, abalamour m’eo bet displeget ouzh ar mikro daou lodenn eus ar c’hrogad diwar bevar e brezhoneg nemetken, a-drugarez da zonezonoù ha da varregezhioù Keven ar Fur ha Roland Martot. Roll ar c’hrogad, a-hend-all, hag a zo bet roet war baper da gement arvester a oa er sal, a oa divyezhek penn-da-benn. Ar c’hentañ gwech e oa en hon istor hag ur skouer vat da vezañ heuliet, hep ket a var. Gourc’hemennoù d’an UJAP !

Ar bodad skridaozañ